João 13
Gospels (BRETON) vs VC
1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c'haras betek an diwezh.
1 Antes da festa da Páscoa, sabendo Jesus que chegara a sua hora de passar deste mundo ao Pai, como amasse os seus que estavam no mundo, até o extremo os amou.
2 Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d'e zroukreiñ,
2 Durante a ceia, - quando o demônio já tinha lançado no coração de Judas, filho de Simão Iscariotes, o propósito de traí-lo -,
3 Jezuz, oc'h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
3 sabendo Jesus que o Pai tudo lhe dera nas mãos, e que saíra de Deus e para Deus voltava,
4 a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.
4 levantou-se da mesa, depôs as suas vestes e, pegando duma toalha, cingiu-se com ela.
5 Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc'hiñ treid an diskibien ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
5 Em seguida, deitou água numa bacia e começou a lavar os pés dos discípulos e a enxugá-los com a toalha com que estava cingido.
6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc'hfe va zreid din!
6 Chegou a Simão Pedro. Mas Pedro lhe disse: Senhor, queres lavar-me os pés!...
7 Jezuz a respontas dezhañ: N'ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc'h.
7 Respondeu-lhe Jesus: O que faço não compreendes agora, mas compreendê-lo-ás em breve.
8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'c'h eus ket lod ganin.
8 Disse-lhe Pedro: Jamais me lavarás os pés!... Respondeu-lhe Jesus: Se eu não tos lavar, não terás parte comigo.
9 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.
9 Exclamou então Simão Pedro: Senhor, não somente os pés, mas também as mãos e a cabeça.
10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.
10 Disse-lhe Jesus: Aquele que tomou banho não tem necessidade de lavar-se; está inteiramente puro. Ora, vós estais puros, mas nem todos!...
11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N'oc'h ket glan holl.
11 Pois sabia quem o havia de trair; por isso, disse: Nem todos estais puros.
12 Goude eta m'en doe gwalc'het o zreid dezho ha m'en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.
12 Depois de lhes lavar os pés e tomar as suas vestes, sentou-se novamente à mesa e perguntou-lhes: Sabeis o que vos fiz?
13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez' ez on.
13 Vós me chamais Mestre e Senhor, e dizeis bem, porque eu o sou.
14 Mar em eus eta gwalc'het ho treid deoc'h, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.
14 Logo, se eu, vosso Senhor e Mestre, vos lavei os pés, também vós deveis lavar-vos os pés uns aos outros.
15 Rak roet em eus deoc'h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc'h.
15 Dei-vos o exemplo para que, como eu vos fiz, assim façais também vós.
16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an abostol (= an hini kaset) brasoc'h eget an hini en deus e gaset.
16 Em verdade, em verdade vos digo: o servo não é maior do que o seu Senhor, nem o enviado é maior do que aquele que o enviou.
17 Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, gant ma sentot outo.
17 Se compreenderdes estas coisas, sereis felizes, sob condição de as praticardes.
18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
18 Não digo isso de vós todos; conheço os que escolhi, mas é preciso que se cumpra esta palavra da Escritura: Aquele que come o pão comigo levantou contra mim o seu calcanhar {Sl 40,10}.
19 Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, evit pa c'hoarvezo, ma kredot emaon.
19 Desde já vo-lo digo, antes que aconteça, para que, quando acontecer, creiais e reconheçais quem sou eu.
20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac'hanon, hag an hini a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset.
20 Em verdade, em verdade vos digo: quem recebe aquele que eu enviei recebe a mim; e quem me recebe, recebe aquele que me enviou.
21 P'en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am droukroio.
21 Dito isso, Jesus ficou perturbado em seu espírito e declarou abertamente: Em verdade, em verdade vos digo: um de vós me há de trair!...
22 An diskibien a sellas an eil ouzh egile o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.
22 Os discípulos olhavam uns para os outros, sem saber de quem falava.
23 Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz.
23 Um dos discípulos, a quem Jesus amava, estava à mesa reclinado ao peito de Jesus.
24 Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze.
24 Simão Pedro acenou-lhe para dizer-lhe: Dize-nos, de quem é que ele fala.
25 Eñ, o vezañ pleget war vruched Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou, piv eo?
25 Reclinando-se este mesmo discípulo sobre o peito de Jesus, interrogou-o: Senhor, quem é?
26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon.
26 Jesus respondeu: É aquele a quem eu der o pão embebido. Em seguida, molhou o pão e deu-o a Judas, filho de Simão Iscariotes.
27 War-lerc'h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez.
27 Logo que ele o engoliu, Satanás entrou nele. Jesus disse-lhe, então: O que queres fazer, faze-o depressa.
28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak e lavaras kement-se dezhañ.
28 Mas ninguém dos que estavam à mesa soube por que motivo lho dissera.
29 Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d'ar beorien.
29 Pois, como Judas tinha a bolsa, pensavam alguns que Jesus lhe falava: Compra aquilo de que temos necessidade para a festa. Ou: Dá alguma coisa aos pobres.
30 O vezañ eta resevet an tamm, eñ a yeas kuit raktal. Noz e oa.
30 Tendo Judas recebido o bocado de pão, apressou-se em sair. E era noite...
31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.
31 Logo que Judas saiu, Jesus disse: Agora é glorificado o Filho do Homem, e Deus é glorificado nele.
32 Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.
32 Se Deus foi glorificado nele, também Deus o glorificará em si mesmo, e o glorificará em breve.
33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. C'hwi am c'hlasko hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien: Ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z an, deoc'h ivez en lavaran bremañ.
33 Filhinhos meus, por um pouco apenas ainda estou convosco. Vós me haveis de procurar, mas como disse aos judeus, também vos digo agora a vós: para onde eu vou, vós não podeis ir.
34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
34 Dou-vos um novo mandamento: Amai-vos uns aos outros. Como eu vos tenho amado, assim também vós deveis amar-vos uns aos outros.
35 Dre gement-mañ ec'h anavezo an holl ez oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.
35 Nisto todos conhecerão que sois meus discípulos, se vos amardes uns aos outros.
36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec'h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc'h.
36 Perguntou-lhe Simão Pedro: Senhor, para onde vais? Jesus respondeu-lhe: Para onde vou, não podes seguir-me agora, mas seguir-me-ás mais tarde.
37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.
37 Pedro tornou a perguntar: Senhor, por que te não posso seguir agora? Darei a minha vida por ti!
38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog na'z po va dinac'het teir gwech.
38 Respondeu-lhe Jesus: Darás a tua vida por mim!... Em verdade, em verdade te digo: não cantará o galo até que me negues três vezes.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 13, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.