Atos 23

Gospels (BRETON) vs ARIB

Sair da comparação
ARIB Almeida Revisada Imprensa Bíblica
1 Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremañ dirak Doue e pep koustiañs vat.
1 Fitando Paulo os olhos no sinédrio, disse: Varões irmãos, até o dia de hoje tenho andado diante de Deus com toda a boa consciência.
2 Ar beleg-meur Ananiaz a c'hourc'hemennas d'ar re a oa tost dezhañ skeiñ anezhañ war e c'henoù.
2 Mas o sumo sacerdote, Ananias, mandou aos que estavam junto dele que o ferissem na boca.
3 Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac'hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c'hourc'hemenn va skeiñ.
3 Então Paulo lhe disse: Deus te ferirá a ti, parede branqueada; tu estás aí sentado para julgar-me segundo a lei, e contra a lei mandas que eu seja ferido?
4 Ar re a oa tost dezhañ a lavaras: Dismegañsiñ a rez beleg-meur Doue?
4 Os que estavam ali disseram: Injurias o sumo sacerdote de Deus?
5 Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl.
5 Disse Paulo: Não sabia, irmãos, que era o sumo sacerdote; porque está escrito: Não dirás mal do príncipe do teu povo.
6 Met, o c'houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d'an esperañs ha d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac'hanon.
6 Sabendo Paulo que uma parte era de saduceus e outra de fariseus, clamou no sinédrio: Varões irmãos, eu sou fariseu, filho de fariseus; é por causa da esperança da ressurreição dos mortos que estou sendo julgado.
7 P'en doe lavaret kement-se, e savas un dizunaniezh etre ar farizianed hag ar sadukeidi, hag ar vodadenn en em rannas.
7 Ora, dizendo ele isto, surgiu dissensão entre os fariseus e saduceus; e a multidão se dividiu.
8 Rak ar sadukeidi a lavar n'eus nag adsavidigezh a varv, nag ael, na spered, met ar farizianed a anzav an eil hag egile.
8 Porque os saduceus dizem que não há ressurreição, nem anjo, nem espírito; mas os fariseus reconhecem uma e outra coisa.
9 Bez' e voe un drouz vras war-se. Skribed kostez ar farizianed o sevel a dabutas hag a lavaras: Ne gavomp droug ebet en den-se. Mar en deus ur spered pe un ael komzet outañ, na reomp ket a vrezel a-enep Zoue.
9 Daí procedeu grande clamor; e levantando-se alguns da parte dos fariseus, altercavam, dizendo: Não achamos nenhum mal neste homem. E se algum espírito ou anjo lhe falou, não resistamos a Deus.
10 Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c'habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c'hourc'hemennas d'ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c'hreiz hag e gas d'ar c'hreñvlec'h.
10 E avolumando-se a dissenção, o comandante, temendo que Paulo fosse por eles despedaçado, mandou que os soldados descessem e o tirassem do meio deles e o levassem para a fortaleza.
11 En noz war-lerc'h, an Aotrou a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec'h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.
11 Na noite seguinte, apresentou-se-lhe o Senhor e disse: Tem bom ânimo: porque, como deste testemunho de mim em Jerusalém, assim importa que o dês também em Roma.
12 Pa voe deuet an deiz, hiniennoù eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoù, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol.
12 Quando já era dia, coligaram-se os judeus e juraram sob pena de maldição que não comeriam nem beberiam enquanto não matassem a Paulo.
13 Ar re o doa touet kement-se a oa anezho ouzhpenn daou-ugent.
13 Eram mais de quarenta os que fizeram esta conjuração;
14 Mont a rejont da gavout ar veleien vras hag an henaourien, hag e lavarjont: En em ereet hon eus dre leoù penaos na lonkimp netra ken n'hor bo lazhet Paol.
14 e estes foram ter com os principais sacerdotes e anciãos, e disseram: Conjuramo-nos sob pena de maldição a não provarmos coisa alguma até que matemos a Paulo.
15 C'hwi eta bremañ gant ar sanedrin, lavarit d'ar c'habiten e lakaat da ziskenn warc'hoazh en ho kreiz, evel ma klaskfec'h anavezout gant brasoc'h evezh e dra. Ha ni a zo prest d'e lazhañ a-raok ma tostaio.
15 Agora, pois, vós, com o sinédrio, rogai ao comandante que o mande descer perante vós como se houvésseis de examinar com mais precisão a sua causa; e nós estamos prontos para matá-lo antes que ele chegue.
16 Mab c'hoar Paol, o vezañ klevet an irienn, a zeuas hag a yeas er c'hreñvlec'h da reiñ da c'houzout da Baol.
16 Mas o filho da irmã de Paulo, tendo sabido da cilada, foi, entrou na fortaleza e avisou a Paulo.
17 Paol a c'halvas unan eus ar gantenerien hag a lavaras: Kas an den yaouank-se da gavout ar c'habiten, rak un dra bennak en deus da lavarout dezhañ.
17 Chamando Paulo um dos centuriões, disse: Leva este moço ao comandante, porque tem alguma coisa que lhe comunicar.
18 O vezañ e gemeret, e gasas d'ar c'habiten hag e lavaras: Ar prizoniad Paol, o vezañ va galvet, en deus goulennet da zegas dit an den yaouank-mañ, en deus un dra bennak da lavarout dit.
18 Tomando-o ele, pois, levou-o ao comandante e disse: O preso Paulo, chamando-me, pediu-me que trouxesse à tua presença este moço, que tem alguma coisa a dizer-te.
19 Ar c'habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c'houlennas digantañ: Petra ac'h eus da zisklêriañ din?
19 O comandante tomou-o pela mão e, retirando-se à parte, perguntou-lhe em particular: Que é que tens a contar-me?
20 Respont a reas: Ar Yuzevien o deus en em glevet da c'houlenn diganit da zegas Paol warc'hoazh dirak ar sanedrin, evel ma fellfe dezho anavezout gant brasoc'h evezh e dra.
20 Disse ele: Os judeus combinaram rogar-te que amanhã mandes Paulo descer ao sinédrio, como que tendo de inquirir com mais precisão algo a seu respeito.
21 Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c'hortoz da asant.
21 Tu, pois, não te deixes persuadir por eles; porque mais de quarenta homens dentre eles armaram ciladas, os quais juraram sob pena de maldição não comerem nem beberem até que o tenham morto; e agora estão aprestados, esperando a tua promessa.
22 Neuze ar c'habiten a c'hasas kuit an den yaouank, o c'hourc'hemenn dezhañ: Na lavar da zen en doa disklêriet kement-se din.
22 Então o comandante despediu o moço, ordenando-lhe que a ninguém dissesse que lhe havia contado aquilo.
23 Gervel a reas daou eus ar gantenerien hag e lavaras: Dalc'hit prest daou c'hant soudard, dek marc'heger ha tri-ugent ha daou c'hant gwareger, evit mont betek Kezarea d'an deirvet eur eus an noz.
23 Chamando dois centuriões, disse: Aprontai para a terceira hora da noite duzentos soldados de infantaria, setenta de cavalaria e duzentos lanceiros para irem até Cesaréia.
24 Prientit ivez loened evit lakaat Paol warno hag e gas e surentez d'ar gouarnour Feliks.
24 E mandou que aparelhassem cavalgaduras para que Paulo montasse, a fim de o levarem salvo ao governador Félix.
25 Skrivañ a reas ul lizher er c'homzoù-mañ:
25 E escreveu-lhe uma carta nestes termos:
26 Glaoda Lisiaz, d'ar gouarnour mat meurbet Feliks: Salud!
26 Cláudio Lísias, ao excelentíssimo governador Félix, saúde.
27 Ar Yuzevien o deve kroget en den-mañ hag a yae d'e lazhañ, pa'z on deuet gant soudarded hag em eus e dennet diganto, o vezañ gouezet e oa Roman.
27 Este homem foi preso pelos judeus, e estava a ponto de ser morto por eles quando eu sobrevim com a tropa e o livrei ao saber que era romano.
28 O c'hoantaat anavezout an abeg eus an tamall a raent dezhañ, em eus e lakaet da ziskenn en o sanedrin.
28 Querendo saber a causa por que o acusavam, levei-o ao sinédrio deles;
29 Kavet em eus e oa tamallet war gudennoù eus o lezenn, met ne oa karget eus tra ebet a zellezfe ar marv pe ar prizon.
29 e achei que era acusado de questões da lei deles, mas que nenhum crime havia nele digno de morte ou prisão.
30 Evel ma'z eo bet disklêriet din ar pechoù o deus ar Yuzevien stignet dezhañ, em eus kerkent e gaset dit. Lavaret em eus d'e damallerien dont da lavarout dirazout ar pezh o deus a-enep dezhañ. Kenavo.
30 E quando fui informado que haveria uma cilada contra o homem, logo to enviei, intimando também aos acusadores que perante ti se manifestem contra ele. Passa bem.
31 Ar soudarded a gemeras eta Paol, hervez an urzh o doa resevet, hag e gasas en noz da Antipatriz.
31 Os soldados, pois, conforme lhes fora mandado, tomando a Paulo, o levaram de noite a Antipátride.
32 An deiz war-lerc'h, o vezañ lezet ar varc'hegerien da vont gantañ, e tistrojont d'ar c'hreñvlec'h.
32 Mas no dia seguinte, deixando aos de cavalaria irem com ele, voltaram à fortaleza;
33 O vezañ erruet e Kezarea, e rojont al lizher d'ar gouarnour hag e lakajont ivez Paol dirazañ.
33 os quais, logo que chegaram a Cesaréia e entregaram a carta ao governador, apresentaram-lhe também Paulo.
34 Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c'houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezañ gouezet e oa eus Kilisia,
34 Tendo lido a carta, o governador perguntou de que província ele era; e, sabendo que era da Cilícia, disse:
35 e lavaras dezhañ: Me a glevo ac'hanout pa vo deuet da damallerien. Hag e c'hourc'hemennas ma vije dalc'het e pretordi Herodez.
35 Ouvir-te-ei quando chegarem também os teus acusadores; e mandou que fosse guardado no pretório de Herodes.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 23, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.