Atos 12
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoù eus an Iliz.
1 Por aquele mesmo tempo o rei Herodes estendeu as mãos sobre alguns da igreja, para os maltratar;
2 Lazhañ a reas dre ar c'hleze Jakez breur Yann.
2 e matou à espada Tiago, irmão de João.
3 O welout e plije kement-se d'ar Yuzevien, e reas pakañ Pêr ivez. Kement-se a c'hoarvezas e-pad devezhioù ar bara hep goell.
3 Vendo que isso agradava aos judeus, continuou, mandando prender também a Pedro. {Eram então os dias dos pães ázimos.}
4 O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask.
4 E, havendo-o prendido, lançou-o na prisão, entregando-o a quatro grupos de quatro soldados cada um para o guardarem, tencionando apresentá-lo ao povo depois da páscoa.
5 Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Zoue evitañ.
5 Pedro, pois, estava guardado na prisão; mas a igreja orava com insistência a Deus por ele.
6 En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.
6 Ora quando Herodes estava para apresentá-lo, nessa mesma noite estava Pedro dormindo entre dois soldados, acorrentado com duas cadeias e as sentinelas diante da porta guardavam a prisão.
7 Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn.
7 E eis que sobreveio um anjo do Senhor, e uma luz resplandeceu na prisão; e ele, tocando no lado de Pedro, o despertou, dizendo: Levanta-te depressa. E caíram-lhe das mãos as cadeias.
8 An ael a lavaras dezhañ: En em c'houriz ha laka da sandalennoù. Hag en greas. Hag e lavaras dezhañ: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac'hanon.
8 Disse-lhe ainda o anjo: Cinge-te e calça as tuas sandálias. E ele o fez. Disse-lhe mais; Cobre-te com a tua capa e segue-me.
9 Mont a reas er-maez hag e heulias anezhañ hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediñ a rae en doa ur weledigezh.
9 Pedro, saindo, o seguia, mesmo sem compreender que era real o que se fazia por intermédio de um anjo, julgando que era uma visão.
10 P'o doe tremenet ar c'hentañ hag an eilvet gward, e teujont d'an nor houarn a yae e kêr, hag e tigoras anezhi hec'h-unan dirazo. O vezañ aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantañ.
10 Depois de terem passado a primeira e a segunda sentinela, chegaram à porta de ferro, que dá para a cidade, a qual se lhes abriu por si mesma; e tendo saído, passaram uma rua, e logo o anjo se apartou dele.
11 O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c'hortoze ar bobl yuzev.
11 Pedro então, tornando a si, disse: Agora sei verdadeiramente que o Senhor enviou o seu anjo, e me livrou da mão de Herodes e de toda a expectativa do povo dos judeus.
12 Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec'h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.
12 Depois de assim refletir foi à casa de Maria, mãe de João, que tem por sobrenome Marcos, onde muitas pessoas estavam reunidas e oravam.
13 P'en doe Pêr skoet war dor ar porzh, ur vatezh anvet Rode a zeuas da selaou.
13 Quando ele bateu ao portão do pátio, uma criada chamada Rode saiu a escutar;
14 O vezañ anavezet mouezh Pêr, en abeg d'he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pêr e-tal ar porzh.
14 e, reconhecendo a voz de Pedro, de gozo não abriu o portão, mas, correndo para dentro, anunciou que Pedro estava lá fora.
15 Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc'has da zisklêriañ e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo.
15 Eles lhe disseram: Estás louca. Ela, porém, assegurava que assim era. Eles então diziam: É o seu anjo.
16 Met Pêr a gendalc'has da skeiñ. Pa o doe digoret, e weljont anezhañ hag e voent souezhet bras.
16 Mas Pedro continuava a bater, e, quando abriram, viram-no e pasmaram.
17 Oc'h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d'ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec'h all.
17 Mas ele, acenando-lhes com a mão para que se calassem, contou-lhes como o Senhor o tirara da prisão, e disse: Anunciai isto a Tiago e aos irmãos. E, saindo, partiu para outro lugar.
18 Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c'houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ.
18 Logo que amanheceu, houve grande alvoroço entre os soldados sobre o que teria sido feito de Pedro.
19 Herodez, o vezañ lakaet d'e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c'hourc'hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.
19 E Herodes, tendo-o procurado e não o achando, inquiriu as sentinelas e mandou que fossem justiçadas; e descendo da Judéia para Cesaréia, demorou-se ali.
20 Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d'e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c'houlennjont ar peoc'h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.
20 Ora, Herodes estava muito irritado contra os de Tiro e de Sidom; mas estes, vindo de comum acordo ter com ele e obtendo a amizade de Blasto, camareiro do rei, pediam paz, porquanto o seu país se abastecia do país do rei.
21 D'un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.
21 Num dia designado, Herodes, vestido de trajes reais, sentou-se no trono e dirigia-lhes a palavra.
22 Ar bobl a grias: Mouezh un doue eo, n'eo ket hini un den!
22 E o povo exclamava: É a voz de um deus, e não de um homem.
23 Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n'en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.
23 No mesmo instante o anjo do Senhor o feriu, porque não deu glória a Deus; e, comido de vermes, expirou.
24 Ha ger Doue a greske hag en em skuilhe.
24 E a palavra de Deus crescia e se multiplicava.
25 Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c'harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.
25 Barnabé e Saulo, havendo terminado aquele serviço, voltaram de Jerusalém, levando consigo a João, que tem por sobrenome Marcos.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 12, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.