1 Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.
2 Me a sellas ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec'her evit trec'hiñ.
3 Pa zigoras an eilvet siell, e klevis an eilvet bev a lavare: Deus ha gwel.
4 Dont a reas er-maez ur marc'h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc'h kuit a-ziwar an douar ha d'ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c'hleze bras a voe roet dezhañ.
5 Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc'h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn.
6 Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c'hoiniks (~ 1 l) gwinizh evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) ha tri c'hoiniks (~ 3 l) heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.
7 Pa zigoras ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare bev a lavare: Deus ha gwel.
8 Me a sellas ha setu, ur marc'h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec'h ar marv a gerzhe d'e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c'hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.
9 Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d'ar marv abalamour da c'her Doue hag abalamour d'an testeni o doa roet.
10 Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?
11 Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c'hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc'hraet an niver eus o c'henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d'ar marv evelto.
12 Me a sellas pa zigoras ar c'hwec'hvet siell ha setu, ur c'hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac'had reun, al loar a zeuas evel gwad,
13 stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa'z eo hejet gant an avel.
14 An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec'hioù.
15 Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, ar gabitened, ar re c'halloudek, pep sklavour ha pep den frank en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù,
16 hag e lavarjont d'ar menezioù ha d'ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac'hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,
17 rak deuet eo deiz bras e gounnar; ha piv a c'hello chom en e sav?