1 Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.
2 Gwelout a ris un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreñv: Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da zieren ar sielloù?
3 Ha den, nag en neñv, na war an douar, na dindan an douar, ne c'helle digeriñ al levr pe sellout outañ.
4 Hag e ouelis kalz, abalamour na voe kavet den ebet dellezek da zigeriñ al levr, na d'e lenn, na da sellout outañ.
5 Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec'het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.
6 Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez' en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.
7 Dont a reas hag e kemeras al levr eus dorn dehou an hini a oa azezet war an tron.
8 P'en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c'hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.
9 Ur c'hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d'ar marv hag ec'h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
10 graet ec'h eus ac'hanomp rouaned hag aberzhourien d'hon Doue, hag e renimp war an douar.
11 Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d'an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.
12 Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d'ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.
13 Klevout a ris an holl grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar, er mor, hag an holl draoù a zo enno, a lavare: D'an hini a zo azezet war an tron ha d'an Oan, ra vo ar veuleudi, an enor, ar gloar hag an nerzh, e kantvedoù ar c'hantvedoù!
14 Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù.