Apocalipse 19

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! (= meulit an AOTROU) Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d'an Aotrou hon Doue,
1 Depois disso, ouvi no céu como que um imenso coro que cantava: Aleluia! A nosso Deus a salvação, a glória e o poder,
2 rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c'hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.
2 porque os seus juízos são verdadeiros e justos. Ele executou a grande Prostituta que corrompia a terra com a sua prostituição, e pediu-lhe contas do sangue dos seus servos.
3 Lavarout a rejont un eilvet gwech: Allelouia! Hag he mogedenn a savas e kantvedoù ar c'hantvedoù.
3 Depois recomeçaram: Aleluia! Sua fumaça sobe pelos séculos dos séculos.
4 Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!
4 Então os vinte e quatro Anciãos e os quatro Animais prostraram-se e adoraram a Deus que se assenta no trono, dizendo: Amém! Aleluia!
5 Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c'hwi holl e servijerien, c'hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras.
5 Do trono saiu uma voz que dizia: Cantai ao nosso Deus, vós todos, seus servos que o temeis, pequenos e grandes.
6 Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek a ren.
6 Nisto ouvi como que um imenso coro, sonoro como o ruído de grandes águas e como o ribombar de possantes trovões, que cantava: Aleluia! Eis que reina o Senhor, nosso Deus, o Dominador!
7 En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.
7 Alegremo-nos, exultemos e demos-lhe glória, porque se aproximam as núpcias do Cordeiro. Sua Esposa está preparada.
8 Roet eo bet dezhi d'en em wiskañ gant lin fin, glan, lugernus. Rak al lin fin eo oberoù reizh ar sent.
8 Foi-lhe dado revestir-se de linho puríssimo e resplandecente. {Pois o linho são as boas obras dos santos.}
9 Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.
9 Ele me diz, então: Escreve: Felizes os convidados para a ceia das núpcias do Cordeiro. Disse-me ainda: Estas são palavras autênticas de Deus.
10 Me a gouezhas d'e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
10 Prostrei-me aos seus pés para adorá-lo, mas ele me diz: Não faças isso! Eu sou um servo, como tu e teus irmãos, possuidores do testemunho de Jesus. Adora a Deus. Porque o espírito profético não é outro que o testemunho de Jesus.
11 Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.
11 Vi ainda o céu aberto: eis que aparece um cavalo branco. Seu cavaleiro chama-se Fiel e Verdadeiro, e é com justiça que ele julga e guerreia.
12 E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez' en deus un anv a zo bet skrivet ha den n'anavez anezhañ nemet e-unan.
12 Tem olhos flamejantes. Há em sua cabeça muitos diademas e traz escrito um nome que ninguém conhece, senão ele.
13 Gwisket eo gant ur vantell livet gant gwad. E anv a zo Ger Doue.
13 Está vestido com um manto tinto de sangue, e o seu nome é Verbo de Deus.
14 An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan.
14 Seguiam-no em cavalos brancos os exércitos celestes, vestidos de linho fino e de uma brancura imaculada.
15 Eus e c'henoù e teu ur c'hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c'halloudek.
15 De sua boca sai uma espada afiada, para com ela ferir as nações pagãs, porque ele deve governá-las com cetro de ferro e pisar o lagar do vinho da ardente ira do Deus Dominador.
16 War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.
16 Ele traz escrito no manto e na coxa: Rei dos reis e Senhor dos senhores!
17 Gwelout a ris un ael all en em zalc'he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d'an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,
17 Vi, então, um anjo de pé sobre o sol, a chamar em alta voz a todas as aves que voam pelo meio dos céus: Vinde, reuni-vos para a grande ceia de Deus,
18 evit debriñ kig ar rouaned, kig ar gabitened, kig ar re c'halloudek, kig ar c'hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, frank ha sklav, bihan ha bras.
18 para comerdes carnes de reis, carnes de generais e carnes de poderosos; carnes de cavalos e cavaleiros; carnes de homens, livres e escravos, pequenos e grandes.
19 Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d'an hini a oa pignet war ar marc'h ha d'e arme.
19 Eu vi a Fera e os reis da terra com os seus exércitos reunidos para fazer guerra ao Cavaleiro e ao seu exército.
20 Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
20 Mas a Fera foi presa, e com ela o falso profeta, que realizara prodígios sob o seu controle, com os quais seduzira aqueles que tinham recebido o sinal da Fera e se tinham prostrado diante de sua imagem. Ambos foram lançados vivos no lago de fogo sulfuroso.
21 Ar peurrest a voe lazhet gant ar c'hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc'h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c'hig.
21 Os demais foram mortos pelo Cavaleiro, com a espada que lhe saía da boca. E todas as aves fartaram-se da suas carnes.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 19, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.