1 Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n'en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.
2 Setu, me Paol, a lavar deoc'h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc'het, Krist ne servijo da netra deoc'h.
3 Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc'het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh.
4 Er-maez eus Krist emaoc'h, c'hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c'hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c'hras.
5 Rak evidomp, dre ar Spered, e c'hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder.
6 Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h ne servij da netra, nag an diamdroc'h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
7 Redek mat a raec'h, piv en deus ho harzet ma ne sentit ken ouzh ar wirionez?
8 Al ali-se ne zeu ket eus an hini en deus ho kalvet.
9 Un tamm goell a laka an toaz holl da c'hoiñ.
10 Ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h en Aotrou penaos ne soñjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac'hanoc'h a zougo ar poan a gement-se, n'eus forzh piv bennak eo.
11 Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc'h, perak ez on c'hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.
12 Ra vo lamet kuit ar re a drubuilh ac'hanoc'h!
13 Breudeur, galvet oc'h bet d'ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c'hig, met bezit dre garantez servijer an eil d'egile.
14 Rak al lezenn a-bezh a zo peurc'hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
15 Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec'h distrujet an eil gant egile.
16 Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c'hoantoù ar c'hig.
17 Rak ar c'hig en deus c'hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c'hig, an daou a zo kontrol an eil d'egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc'h.
18 Mar d-oc'h renet gant ar Spered, n'oc'h ket didan al lezenn.
19 Hogen oberoù ar c'hig a zo anat: bez' int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh,
20 idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,
21 avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc'h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh.
22 Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc'h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
23 douster, mestroni an-unan. Al lezenn n'eo ket a-enep an traoù-se.
24 Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c'hig gant e youloù drouk hag e c'hoantegezhioù.
25 Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.
26 Na glaskomp ket ur gloar aner, oc'h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.