1 Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,
2 kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh vat.
3 Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent,
4 na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoù.
5 Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.
6 Ra ne dromplo den ac'hanoc'h dre gomzoù aner, rak abalamour d'an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
7 N'ho pez ket eta a lod ganto.
8 Rak gwechall e oac'h teñvalijenn, met bremañ oc'h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
9 rak frouezh ar Spered en em zalc'h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.
10 Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou,
11 n'ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho.
12 Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,
13 met kement a zo lakaet d'ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn.
14 Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
15 Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,
16 adprenit an amzer rak an deizioù a zo fall.
17 Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.
18 N'en em vezvit ket gant gwin a gundu d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,
19 komzit etrezoc'h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d'an Aotrou.
20 Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.
21 Plegit an eil d'egile e doujañs Doue.
22 Gwragez, plegit d'hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel d'an Aotrou,
23 abalamour an ozhac'h eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.
24 Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d'o ezhec'h o-unan en holl draoù.
25 Ezhec'h, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,
26 evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc'hadenn en dour gant ar ger,
27 evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.
28 Evel-se e tle an ezhec'h karout o gwragez evel o c'horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan,
29 rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc'hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,
30 dre ma'z omp an izili eus e gorf, eus e c'hig hag eus e eskern.
31 Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c'hig.
32 Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz.
33 Evel-se, ra garo pep hini ac'hanoc'h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec'h ozhac'h.