1 Te eta va mab, en em greñva er c'hras a zo e Jezuz-Krist.
2 An traoù ac'h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.
3 Te eta, gouzañv ar poanioù evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist.
4 Den ebet oc'h ober ar brezel n'en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d'an hini en deus enrollet anezhañ,
5 ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù.
6 Ret eo d'al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.
7 Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.
8 Az pez soñj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel,
9 e c'houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n'eo ket ereet.
10 Dre-se e c'houzañvan an holl draoù abalamour d'ar re zibabet, evit m'o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
11 Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ;
12 mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac'homp anezhañ, e nac'ho ivez ac'hanomp;
13 mar d-omp difeal, e chom feal, ne c'hell ket en em nac'h e-unan.
14 Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.
15 Bez aketus d'en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez.
16 Met pella diouzh ar c'homzoù disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc'h en dizoujañs-Doue,
17 hag o gerioù a zebro evel ar brein-krign. En o zouez emañ Himene ha Filet,
18 a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù.
19 Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c'halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
20 En un ti bras n'eus ket hepken listri aour hag arc'hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.
21 Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d'e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.
22 Tec'h diouzh gwallc'hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc'h gant ar re a c'halv anv an Aotrou gant ur galon c'hlan.
23 Kas kuit ar c'haozioù foll ha difrouezh, o c'houzout penaos e tegasont tabutoù.
24 Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask,
25 o reizhañ gant douster an enebourien, o c'hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,
26 ha ma'z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc'h anezho ereet ha dindan e volontez.