1 Pa'z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac'hanoc'h na zegemerot ket gras Doue en aner,
2 rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
3 Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,
4 met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc'husted vras, er glac'haroù, er poanioù, en ankenioù,
5 er goulioù, er prizonioù, en dispac'hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù,
6 er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
7 er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc'her a-gleiz hag a-zehou,
8 e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,
9 evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d'ar marv,
10 evel glac'haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc'hennañ an holl draoù koulskoude.
11 Hor genoù hon eus digoret evidoc'h, Korintiz, hor c'halon a zo en em ledanaet.
12 N'oc'h ket war enk ennomp, met emaoc'h war enk en ho kreizon hoc'h-unan.
13 Bremañ en distro, komz a ran deoc'h evel da'm bugale, en em frankait hoc'h-unan ivez.
14 N'en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn?
15 Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?
16 Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c'hwi eo templ an Doue bev, evel m'en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
17 Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic'hlan, hag e tegemerin ac'hanoc'h.
18 Me a vo tad deoc'h hag e viot mibien ha merc'hed din, eme an Aotrou holl-c'halloudek.