2 Coríntios 13

BRETON

1 Setu an trede gwech ma'z an d'ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.

2 Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel pa vefen en ho touez evit an eil gwech, bremañ o vezañ ezvezant, e skrivan d'ar re o deus pec'het a-ziaraok ha d'an holl re all, penaos mar deuan adarre n'espernin hini anezho,

3 peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n'eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc'h.

4 Rak, petra bennak ma'z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c'halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c'halloud Doue en ho keñver.

5 En em eveshait hoc'h-unan da welout hag emaoc'h er feiz, en em amprouit hoc'h-unan. Ha n'anavezit ket hoc'h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc'h? Nemet e vefec'h marteze diveulet.

6 Met esperout a ran ec'h anavezot penaos n'omp ket ni diveulet.

7 Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d'ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan.

8 Rak n'hon eus galloud ebet a-enep ar wirionez, met evit ar wirionez.

9 Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c'houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.

10 Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na'm bo ket da vezañ garv ganeoc'h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ.

11 A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc'h, hag an Doue a garantez hag a beoc'h a vo ganeoc'h.

12 En em saludit an eil egile dre ur pok santel.

13 An holl sent a salud ac'hanoc'h.

14 Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc'h holl! Amen.

Ler em outra tradução

Comparar lado a lado