1 Diwar-benn an amzerioù hag ar pennadoù, n'eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, breudeur,
2 gouzout mat a rit hoc'h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.
3 Rak pa lavarint: Peoc'h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c'hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec'hint ket.
4 Met c'hwi, breudeur, n'emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc'h evel ul laer,
5 c'hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N'omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn.
6 Na gouskomp ket eta evel ar re all, met beilhomp ha bezomp dilontek.
7 Rak ar re a gousk a gousk en noz, hag ar re en em vezv en em vezv en noz.
8 Met ni pa'z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.
9 Rak Doue n'en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
10 eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.
11 Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.
12 Ho pediñ a reomp, breudeur, da anavezout ar re a labour en ho touez, a evesha warnoc'h hervez an Aotrou hag ho kelenn,
13 ha da gaout evito ur garantez vrasoc'h abalamour d'o labour. Bezit e peoc'h etrezoc'h.
14 Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.
15 Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc'h hag e-keñver an holl.
16 Bezit laouen bepred.
17 Pedit hep paouez.
18 Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.
19 Na vougit ket ar Spered.
20 Na zisprizit ket ar profediezhoù.
21 Amprouit pep tra, dalc'hit ar pezh a zo mat.
22 En em virit diouzh pep doare a zroug.
23 Ra santelaio an Doue a beoc'h e-unan kement a zo ennoc'h, ha ra vo miret divlam hoc'h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
24 An hini en deus ho kalvet a zo feal hag a raio kement-se.
25 Breudeur, pedit evidomp.
26 Saludit an holl vreudeur dre ur pok santel.
27 Hoc'h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d'an holl vreudeur santel.
28 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.