1 Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
2 Dre gement-mañ eo ec'h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig a zo eus Doue,
3 ha pep spered n'anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig n'eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc'h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed.
4 Bugale vihan, c'hwi a zo eus Doue hag hoc'h eus trec'het anezho, abalamour an hini a zo ennoc'h a zo brasoc'h eget an hini a zo er bed.
5 Int a zo eus ar bed, dre-se e komzont hervez ar bed hag ar bed a selaou anezho.
6 Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac'hanomp, an hini n'eo ket eus Doue ne selaou ket ac'hanomp. A gement-se ec'h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.
7 Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.
8 An hini na gar ket n'en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.
9 E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c'heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.
10 E kement-mañ emañ ar garantez: n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c'haret ha kaset e Vab en aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù.
11 Re garet-mat, mar en deus Doue hor c'haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.
12 Den n'eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc'hraet ennomp.
13 E kement-mañ ec'h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered.
14 Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
15 Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue.
16 Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.
17 E kement-se eo bet peurc'hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma'z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.
18 Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc'h ur c'hastiz; an hini en deus aon n'eo ket peurvat er garantez.
19 Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c'haret da gentañ.
20 Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c'hellfe karout Doue na wel ket?
21 Hag ar c'hourc'hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.