1 Ha n'on ket abostol? Ha n'on ket frank? Ha ne'm eus ket gwelet Jezuz-Krist hon Aotrou? Ha n'oc'h ket va labour en Aotrou?
2 Ma n'on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutañ evidoc'h, rak c'hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou.
3 Eno emañ va difenn a-enep ar re a varn ac'hanon.
4 Ha n'hon eus ket ar gwir da zebriñ ha da evañ?
5 Ha n'hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c'hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?
6 Pe daoust ha n'eus nemedon ha Barnabaz ha n'o defe ket ar gwir da chom hep labourat?
7 Piv a ya morse d'ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d'an tropell ha na ev ket eus e laezh?
8 Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-mañ? Ha n'en lavar ket ivez al lezenn?
9 Rak skrivet eo e lezenn Moizez: Ne erei ket e c'henoù d'an ejen a vac'h ar greun. Hag eus ejened eo e kemer Doue preder,
10 pe n'eo ket e gwirionez evidomp-ni en deus lavaret kement-se? Evidomp-ni eo bet skrivet penaos an hini a ar a dle arat gant esperañs, hag an hini a vac'h ar greun a dle mac'hañ gant esperañs da gaout lod er pezh a c'hortoz.
11 Mar hon eus hadet evidoc'h ar madoù speredel, hag ur gwall dra e vefe deomp mediñ diganeoc'h ar madoù kigel?
12 Mar d-eus re all hag a ra implij eus ar galloud-se warnoc'h, perak ne reomp ket kentoc'h? Met n'hon eus ket graet implij eus ar galloud-se, er c'hontrol e c'houzañvomp pep tra evit chom hep lakaat harz ebet da Aviel Krist.
13 Ha n'ouzoc'h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?
14 Evel-se ivez an Aotrou en deus gourc'hemennet d'ar re a brezeg an Aviel bevañ diouzh an Aviel.
15 Met ne'm eus graet implij ebet eus ar galloud-se ha ne skrivan ket kement-mañ evit ma vo graet e-giz-se em c'heñver, rak gwelloc'h e vefe ganin mervel eget na lamfe unan bennak ar gloar-se diganin.
16 Mar prezegan an Aviel, ne'm eus ket lec'h da dennañ gloar a gement-se, rak dalc'het on d'henn ober ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel!
17 Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d'henn ober.
18 Peseurt gopr am eus eta? O prezeg an Aviel eo, e savin Aviel Krist hep ma kousto netra da zen hag hep ma rin implij eus va galloud en Aviel.
19 Rak petra bennak ma'z on frank e-keñver an holl, ez on en em lakaet da servijer d'an holl evit gounit muioc'h a dud.
20 Gant ar Yuzevien, on bet evel Yuzev evit gounit ar Yuzevien; gant ar re a zo dindan al lezenn, on bet evel dindan al lezenn evit gounit ar re a zo dindan al lezenn;
21 gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n'on ket hep lezenn Doue pa'z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.
22 Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c'hraet on e pep tra d'an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.
23 Kement-se a ran abalamour d'an Aviel, evit kaout lod ennañ.
24 Ha n'ouzoc'h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d'e c'hounit.
25 Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.
26 Redek a ran eta, n'eo ket en avantur, skeiñ a ran, n'eo ket war an aer.
27 Met bloñsañ a ran va c'horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d'ar re all.