Marcos 10

BRE_BRG

1 Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.

2 Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?

3 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?

4 Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.

5 Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.

6 Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h.

7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg,

8 hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken.

9 Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet.

10 Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se e-barzh an ti;

11 eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver;

12 hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh.

13 Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.

14 Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.

15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.

16 Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.

17 Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

18 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.

19 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na lazh ket; Na ra ket avoultriezh; Na laer ket; Na lavar ket a desteni faos; Na ra ket a faosoni; Enor da dad ha da vamm.

20 Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.

21 Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warnañ, e garas hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o vezañ en em vec'hiet eus ar groaz].

22 Glac'haret o klevout-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en devoa.

23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!

24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue!

25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.

26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?

27 Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra.

28 Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.

29 Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,

30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.

31 Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

32 Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:

33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed.

34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

35 Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.

36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?

37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.

38 Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?

39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti;

40 met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.

41 An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.

42 Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.

43 Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer.

44 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl.

45 Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

46 Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.

47 O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin!

48 Kalz a c'hourdrouze anezhañ, evit ober dezhañ tevel; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!

49 Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont eta an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.

50 O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.

51 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma kavin ar gweled.

52 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.

Ler em outra tradução

Comparar lado a lado