João 2

BRE_BRG

1 Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno.

2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien.

3 Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win.

4 Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet.

5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.

6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri muzuliad.

7 Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se; hag e kargjont anezho leun-barr.

8 Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ, ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.

9 P'en devoe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin (ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se, met ar vevelien o devoa tennet an dour a ouie), e c'halvas ar pried,

10 hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz; met te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ.

11 Jezuz a reas ar c'hentañ mirakl-mañ e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas ennañ.

12 Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeut devezhioù.

13 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.

14 En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien a oa azezet eno.

15 O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened; teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien, hag e tiskaras o zaolioù,

16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, ha na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had.

17 Neuze e ziskibien o devoe soñj eo skrivet: An oaz evit da di en deus va devet.

18 Ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Dre beseurt sin e tiskouezez deomp e c'hellez ober kement-se?

19 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ, ha me a adsavo anezhañ a-benn tri devezh.

20 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent e oar bet o sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh?

21 Met eñ a gomze eus templ e gorf.

22 Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o devoe soñj en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur ha d'ar ger-se en devoa Jezuz lavaret.

23 E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar pask, kalz a dud a gredas en e anv, o welout ar mirakloù a rae.

24 Met Jezuz ne fizie ket enno, rak o anavezout a rae holl.

25 Ha n'en devoa ket ezhomm e vije roet testeni dezhañ gant den, rak anavezout a rae e-unan ar pezh a oa en den.

Ler em outra tradução

Comparar lado a lado